BZH

Saint-Pabu

Perlezenn an Aberioù

Ur gumun goant eo Sant-Pabu,e-kreiz bro an Aberioù. Pedet oc’h ganti da zont d’ober anaoudegezh gant hec’h aodoù traezh gwenn ha tanav, gant ur gwel eus ar c’haerañ war ar mor, he zevennoù brav-meurbet, ma paot ar bleunioù rouez ha livet-kaer, sko e tachenn-gampiñ kêr, he maezioù stank enno ar c’hroazioù hag antiez breizhek kozh, e bord an Aber Benniged, ul lec’h sioul d’ar bigi da deurel eor… Diwar ar c’hornig natur-se e penn ar bed, etre an douar hag ar mor, e viroc’h un eñvor dreist eus Breizh hag eus hec’h annezidi. E Sant-Pabu e c’haller ivez mont war vor, loc’heta, kouronkañ, bale.


An Aber Benniget

Perlezenn an Aberioù

Redek a ra an Aber Bennigeda-dreuz c’hwec’h kumun a-raok erruout e Mor Breizh, 5 km er su d’anAber Ac’h, etre kumunioù Sant-Pabu ha Landeda. A-hed ar stêr emañ ar wenodenn BH34, en norzh hag er su, eus he genoù da Dreglonoù : pourmenadennoù brav zo d’ober evit gwelettammoù broevel n’eus ket kalz.
War a seblant ez eo anv an aber e galleg (Aber Benoît) un droidigezh fall diwar ar brezhoneg « Aber Benniged ». Marteze e c’hallfe an anv-se dont eus daou di-pediñ e oa bet savet er VIvet kantved gant Tudualhag e vab Majana bep tu d’an aber, e Lotunou hag e Lokmajan.

Eus ar gwalarn d’ar gevred emañ an aber, ha klotañ a ra gant frailhoù kozh hag a oa stummet en trede hoalad. Div lodenn zo e toleadan Aber Benniged : an aber end-eeun, gant 12 km a hirder, hag ur rouedad stêrioù en em daol en aber-se. En holl en em astenndiazad an Aber Benniged war 140 km².

A-hed div c’hlann an aber hag a-us dezho, betek Treglonoù ha pelloc’h, ez eus koadoù ha torkadoù glasvez a ya d’ober maezioùkaer ha boemus. Gallout a reer gwelet pegen brav int pa’z eer a-hed an aber gant ur vag pe war droad.

Ul lec’h mat evit sevel kregin eo an aber-se ivez. El lec’h ma kej dour ar mor ha dour dous ar gouerioù e tenn an istr o mad eus ar paot m’eo ar plankton evit stummañ bouedennoù hag a daol saour an iod hag an holen, ha blaz kreñv ar c’hraoñ-kelvez achom er genoù war o lerc’h.Brudet int, ken e vezont kavet e pretioù un tamm mat a vistri-keginerien e Frañs. Eno e saver ivez mesklbouedet-kaer ha saourus.

Gallout a reer gwelet al lec’hioù-se pa’z eer gant Hent ar sevel istr ha kregin.
Ul lec’h hag a blij d’an dud eo an aber rak gallout a reer ivez loc’heta war he ribloù pe war an traezhennoù a vez dizoloet pa vez reverzhi.


Aodoù, tevennoù ha bord ar mor

Traezh fin, ur marzh ! Ha dour bividik evit kouronkañ !

An aod vras…

Un dachennad traezh gwenn bras-bras, eus parklec’han Erleabetek Lambaol-Gwitalmeze !
Ur baradoz evit ar bourmenerien, ar rederien, ar c’hirri-dre-lien, hag ivez evit al laboused…

Aodoù, tevennoù ha bord ar mor
Traezh fin, ur marzh ! Ha dour bividik evit kouronkañ !
An aod vras…
Un dachennad traezh gwenn bras-bras, eus parklec’han Erleabetek Lambaol-Gwitalmeze !
Ur baradoz evit ar bourmenerien, ar rederien, ar c’hirri-dre-lien, hag ivez evit al laboused…

Aod an Erlea
Gallout a reer mont di war-eeun adalek Tachenn-gampiñ an Aber Benniged hag ivez adalek straed an Erlea (parklec’h, gwere evit an dud o devez poan o vont-ha-dont ha privezioù sec’h evit an holl).
Aodoù all
Aod Korn Ar Gazeltost d’an Dachenn-gampiñ ha d’he zraezhenn hir, ul lec’h mat-kaer evit an dud a ya da loc’heta pe da ergerzhet an aod vev pa vez izel ar mor.
Aod Benniged hag Aod ar Ganaog, oufoùigoù traezh fin, war bord an aber, gwarezet diouzh avel an donvor.

Tevennoù ha bord ar mor

Un tamm bro hollgaer, da welet adalek an HB34 a hed bord ar mor pe adalek gwerean Erlea

Gwarezet eo an tevennoù peogwir emaint war ar roll NATURA 2000. Eno e kaver e-leizh a spesadoù dibar (lostoù-gad, segal-aod, irinjez glas…)
Gwallgaset eo bet an aod gant ar barroù-amzer setu e rank pep hini ac’hanomp kaout doujañs evit an tevennoù, ha mont etre ar bevennoù a zo bet lakaet (drefen, gwenodenn an aod).

Gallout a ra an holl mont d’an aodoù traezh gwenn, hag ac’hano ez eus ur gwel hollgaer war enezennigoù Trevoc’hha war an Aber Benniged.
Dirak, en traoñ hag a-zehoù, an drefen ken brudet. Ur gwarez hag a c’hall seblantout bezañ dister, met ganto e c’hall an tevennoù adstummañ, goustadik, etre div fourradenn !
Pourmenadennoù kaer d’ober a-hed aodoù Mor Breizh

Pa vez didud an aod c’hoazh e c’halloc’h gwelet e-leizh a spesadoù laboused-mor (gouelini gris, gouelini bras, morbiged, tadorned, herlegoned, garrelied…)


Ti an Aberioù

Ul lec’h evit ober anaoudegezh gant an aberioù e Sant-Pabu.
Emañ Ti an Aberioù e beg an Aber Benniged, e kumun Sant-Pabu ha war bord ar wenodenn BH34. Ul lec’h evit an diskouezadegoù hag an abadennoù eo. Savet e oa bet diwar atiz  ar gumun, sikouret gant an Ajañs evit Diorren Bro an Aberioù, ha digoret e oa bet e miz Gouere 2010. Meret eo an ti gant ur gevredigezh eus ar vro, ha graet eo evit ober anaoudegezh gant an teir aber (an Aber Ac’h, an Aber Benniged hag an Aber Ildud).

E-pad an hañv e vez kinniget eno e-leizh a abadennoù a-zalc’h ouzh an natur hag an aod.

During the season, the house offers a wide range of activities associated with nature and the coast.


An iliz

Lakaet e oa bet Sant-Pabu da drev eus Gwitalmeze dreun ordrenañs ganteskob Leon, d’an 29 a viz Gouere 1624. Deuet e oa da vezañ ur gumun, ha goude-se ur barrez e 1790.
E timpan ar porrastell, er c’hornôg, e weler ar bloaz ma voe savet an iliz lambrusket-se, e stumm ur groaz latin. Rontaet eo askelloù ar groazenn, ha meur a bennad moger a ya d’ober ar penn-chantele. Goloet eo mogerioù ar chantele gant koadaj kinklet gant pileroù roudennet. War ur piñsin mañsonet er voger e weler ardamez an tiegezhKergadioù. Eus 1885 eo gwerennoù-livet an atalier Lobin. En tour, a zo bihan e gorzenne–skoaz e vent ken ez eo souezhus, ez eus un estaj hepken gant kleier. An iliz a zo bet renevezet diouzh 2022 beteg 2024 : an doenn (framm, maen glaz) a zo bet erlec’het goude bezhañ kreñvet an mogerioù. An tredan a zo bet nevezet hag a mogerioù dizouret.


Touristerezh

Ti an douristed Bro an Aberioù.

  • Pe mod-all war al lec’h, e-barzh tiez an douristed e Bro an Aberioù, e Lanniliz, Plougerne ha Landeda (en Aber-Ac’h).
  • Pellgomz : 02 98 04 05 43
  • Postel : office@abers-tourisme.com

Bodoù

Campsite

Er gumun ez eus un tamm mat a vodoù hag a c’haller feurmiñ e-pad ur sizhun. Na varc’hatit ket da vont e darempred gant an ti-kêr evit gouzout hiroc’h. Setu amañ liammoù hag a gas da lec’hiennoù ar feurmerien :


War vor

War al ledennad dour vras a zo e-tal Sant-Pabu e c’haller ober traoù a bep seurt hervez al lec’hioù : windseurf, bageal evit ar sport, bageal evit ar blijadur, merdeiñ er mod kozh, seurf, kite-seurf, paddle, kayak, yol, pesketa er mor hag er stêrioù…


Tachad eoriañ an Aber Benniged

Niv. mestr ar porzh : 06 19 87 75 39
Meret e vez an eoriañ en aber Benniged gant ar Gumuniezh-kumunioù (KKBA)

Adalek ma ‘z eer tre en aber, arabat mont ouzhpenn 5 skoulm


Diazlec’h merdeiñ Sant-Pabu

E-pad an hañv, kreizenn bageal-dre-lien an Aber Ac’h (KBL) a zigor he diazlec’h merdeiñ e Sant-Pabu, er Ganaog. Eno e c’hall an holl en em reiñ da blijadur ar merdeiñ, pe dre stajoù, pe dre feurmiñ bigi : kayakoù, plankennoù-dre-lien, driverioù ha katamaranoù.

  • moussaillon
  • optimist
  • plankenn-dre-lien
  • katamaran
  • feurmiñ ur c’hayak

Evit gouzout hiroc’h sellit ouzh lec’hienn internet KBL : rubrikenn stajoù / Sant Pabu