Etimologiezh "Sant-Pabu"
Pabu, diwar "Papu", un adstumm eus an henvrezhoneg papape tad, eo an titl a veze roet gwechall d’an den a oa e penn ur manati. Genitiv Papa eo Pabu, setu ma oa bet kemmesket gant ar ger « pab », un titl hag a oa bet roet e gaou da Sant Tudual er mojennoù. Sant Tudual (peTudwal, Tugdual, Tudal, Tual), anezhañ diazezer eskopti kozh Treger, a oa bet ganet er IVe kantved en Devon a vremañ (Devonshire gwechall), ur gontelezh e mervent Bro-Saoz, e Kerne-Veur. Eus ul lignez roueed e oa, hag en em ouestlañ a reas da Zoue hag-eñ yaouank-flamm c’hoazh. Abalamour d’e vuhez skouerius ha santel e oa bet dilennet da abad gant e frered.
Hervez ar vojenn, diwar atiz un ael en doa gwelet en un hunvre, e oa divroet da Vreizh-Vihan gant 72 eus e ziskibled c’hredusañ. En o zouez edo Santez Koupaia(Alma Pompeia), e vamm, SantezSeo (pe Sev)e c’hoar, ha Maelc’hen, un intañvez deol anezhi. Erruout a reas ar bagadig-se en aod Bro Leon, e bae Gwendraezh. Sevel a reas Sant Tuduale beniti kentañ war-hed un hanter-eur diouzh ar bae-se, el lec’h anvet Lanbabu ("lann + Pabu"),Trebabu en deiz hiziv. Hervez ar vojenn c’hoazh, Sant Maodez,a oa bet Tuduale-touez e ziskibled, a savas ur santual hag a roas dezhañ anv diazezer ar barrez: Pabu.
En-dro d’ar santual-se e kreskas ur gêriadenn hag a zo deuet da vezañ hor c’humun.