Error message

Warning: "continue" targeting switch is equivalent to "break". Did you mean to use "continue 2"? in require_once() (line 342 of /home/dorpsfi/www/includes/module.inc).

Ekotouristerezh

 

Emañ Sant-Pabu war ar roll Natura 2000

Sant-Pabu he deus resevet al label « Kêr C’hlas »

Fellout a ra deomp gwareziñ hor maezioù hag ober diouzh an endro, setu perak e harpomp an doujañs evit an natur e kement doare zo.
Evit se e roomp titouroù diwar-benn an doujañs evit al lec’hioù, an dibab lastez, ne implijomp ket produioù dañjerus evit ober war-dro hor glasvezegoù, e kinnigomp ur gartenn eus al lec’hioù eko-naetadurezh… Doujañs evit al lec’hioù : reolennoù zo evit an dremeniri, ar parkañ, ar c’hampiñ, ar c’hutuilh, ar c’hregina, ar mont-ha-dont war vor...

Produioù ha n’int ket dañjerus : fellout a ra da servijoù ar gumun diskouez ar skouer vat pa reont ar muiañ ma c’hallont gant produioù naturel evit tretañ o glasvezegoù. Un doare da wareziñ an endro eo. 

Kartenn eus al lec’hioù eko-naetadurezh : implijit an endalcherioù da lakaat ho lastez, ha grit diouzh ar reolennoù diveskañ

Gwelet ar gartenn : gwelet ar reolennoù diveskañ